Chomit er gêr !!!!!
Devezh mat d'an holl.
Kenderc'hel a reomp da gas hor raktres war-raok gant delwenn Anjela DUVAL a vo kroget e 2020.
Lakait hol lec'hienn da vezañ anavezet, lakait ho anv war ar forom, kasit hor bajenn Facebook d'ho mignoned, er mod-se e vo tu da vrudañ ar pezh a reomp.
Emañ skipailh Krommlec'h o vont da zibab un dachenn evit sevel hon delwennoù.
Darempredoù zo bet skoulmet gant maered ar vro a c'hellfe degemer AR C'HROMMLEC'H disheñvel-se en o c'homun.