O kenderc'hel da weladenniñ al lec'hienn-mañ, e asanti e vefe implijet "cookies" evit gellet ober gant he holl servijoù: Menegoù lezennel.
 
 
Aze emaoc'h :   Degemer » Kevredigezh Krommlec'h
    Moula ar bajenn...
    Moula ar ramskrid...
 

Kevredigezh Krommlec'h

KROMMLEC'H

A zo ur gevredigezh hep pal kenwerzhel hervezh lezenn 1901SIRET: 498 279 553 00016 . Renañ a ra ar raktres ha lakaat a ra da sevel an delwennoù pa zo (pa vez) arc'hant awalc'h.

Pal ar gevredigezh a zo broudañ sevenadur Breizh war an holl dachennoù gant abadennoù hag aozadurioù liezh seurt, da skouer o lakaat da sevel ur C'Hrommlec'h (un hollad troellennek delwennoù mein).

Evit bezañ ezel, trawalc'h eo paeañ ur skodenn 5€ bep miz ar vuhez-pad.

50% eus ar skodenn a zo evit sevel an delwennoù, ar peurest a arcʼhantaouiñ ar pred a zo da vare gouel Yann (trede sulvezh miz Even).

Ar gevredigezh « KROMMLEC’H »

Ur gevredigezh dindan lezenn 1901 eo Krommlec'h. N'emañ ket o klask gounit arc'hant, met sevel delwennoù hervez ar pezh a zo er c'hef.

Kas war-raok sevenadur Breizh eo pal ar gevredigezh, en ur aozañ a bep seurt abadennoù hag oberennoù, en o zouez kas da benn he raktres meur : sevel un droellenn delwennoù maen-greun.

Trawalc'h eo reiñ ur skodenn a 5 euro bep miz a-hed e vuhez evit bezañ ezel anezhi.

An hanter deus ar skodenn a vez implijet evit ober an delwennoù, an hanter all a 'z a da baeañ ar pred a vez aozet bep bloaz da vare Gouel Yann, d'an trede sulvezh a viz Even.

Dalc'het e vez ivez an Emvod Meur er memes devezh, diouzh ar mintin, er memes lec'h.

100 ezel a zo er gevredigezh bremañ, an darn vrasañ anezho o tont deus departamant Penn-ar Bed, ha lod all deus kalz pelloc'h.

Ur fest-noz a vez aozet bep bloaz d'ar Sadorn tostañ da C'houel an Hollsent, e fin miz Here pe e penn kentañ miz Du.

Abadennoù all a vez kinniget bep an amzer, en o zouez ul lein leun a vuhez e ti Mari Glazig, evit diskouez d'an izili al labour kaset da benn gant ar gizellerien.

Anv ' zo ivez da sevel ur vreuriezh a ganerien hag a sonerien.

Kredapl-sur e vo kroget gant an izili o deus savet kevredigezh Krommlec'h er penn kentañ ...


Deiz kroui : 27/02/2016 : 11:16
Catégorie : -
Page lue 259115 fois

Fotoioù kozh